Ardivink arveret da herzel ouzh ar gwienngrehad diwar-bouez un tredansak, dre lakaat an elektrodoù a-stok ouzh speur ar brusk er prederiadur mezegel, ouzh ar galon er surjianerezh ; digrehaderioù damemgefreek a vez lakaet e kerz ar c'hevredig el lec'hioù foran, en nijerezed ; evit an digrehaderioù ensteudadus a vez gougorzhet war eeun gant direizhoù ar gorvez kalon (sl. atrioverteur, cardioversion, choc électrique, fibrillation, stimulateur cardiaque).