E Frañs, keloù roet gant ur mezeg da Renerezh Departamantel an Oberiezh Yec'hedel ha Kedvuhezel (Gl. Direction Départementale de l'Action Sanitaire et Sociale, DDASS) pe da Wazva ar Yec'hedouriezh (Gl. Bureau d'Hygiène) evit ditouriñ ar stadadenn en deus graet war ur c'hlañvour eus ur pore enskrivet war ur roll kefridiel savelet dre zeved : avufo lemm A, brukelloz, bosenn, botulegezh, chikungunya, deng, difteriezh, gousell kleñved Creutzfeldt-Jakob hag empennaouedoù all goulemm spouevanek dendreuzkasadus, kolera, konnar, legionelloz, listerioz, louetvelfo, ortopoksviroz hag ar vrec'h pergen, paludegezh vroat, paludegezh allvroat en departamantoù tramor, pistriboread bouedel stroll, plomegezh a 'r bugel minor, poread dre ar VIHAD e forzh pe bazenn, poread ennerus dre ar meningokok, poread lemm azoniek dre viruz an avufo B, ruzell, serk, terzhienn velen, terzhiennoù gwadliñvus afrikat, tetanoz, tifoid ha paratifoidoù, torzhellegezh, tularemiezh.