Dargrezad trebad war astenn ar pevar ezel hag eus ar c'higennoù ahelel, a rizh ampikernennek, bet dec'hanet ent arnodel (Sherrington) dre skejañ ar c'hrennempenn, stadet ent klinikel, kevret gant kaouadoù ustant tetanoidel komaek, e tro yoc'hennoù ar pont pe an ilpenn, a-wechoù e ser azoniad Little, ar c'horea, an atetoz, an empennfo, ar boukadur empenn.