Preder

Geriadur ar vezekniezh

cytokinecytokinekitokin g.

Hanterad glikoproteek, araez kehentiñ etrekelligel ; e kemm ouzh an hormonoù dedaolet gant kelligoù ar gwagrennoù enborc'hañ hag o wezhiañ abell, e vez ar c'hitokinoù dedaolet gant kelligoù digevret (al limfokinoù gant al limfokit, ar monokinoù gant ar monokit hag ar makrofag) hag o kaout ur gwered lec'hel a rizh korenborc'hat pe kefinvorc'hat ; rummoù anezho a gemer perzh en danijenn hag en hangae, rummoù all zo parennoù kreskiñ gwadparadel (Gl.  facteurs de croissance hématopoïétique) ; a du 'rall, kitokinoù zo dindan arnod evit mezegañ ar c'hankr, ar poreadoù, ar c'hleñvedoù unanhangaeel hag an haza (sl.  autocrinie, paracrinie).

Kent War-lerc'h