Preder

Geriadur ar vezekniezh

cystinosecystinosiskistinoz g.

Kleñved hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek enkilek, naouus dre ur strafuilh hollek eus kennevid ar c'histin, hemañ o koc'hioniñ er gwiadoù (reizhiad retikuloendotelel an avu, ar felc'h, ar skevent, ar gwerblennoù) ; ur furm a dezaorismoz eo ; deraouiñ a ra gant ar maban dre ul lounezhad tuellennel henek, kevret gant astal ar c'hreskiñ, lec'h, stad hollek fall, terzhienn, usvent an avu, ar felc'h hag ar gwerblennoù ; darvezout a ra ar marv d'an oad a 5–10 vloaz.

Kent War-lerc'h