1 Genezh naouus dre zistabilded an noa, hemañ o tremen lerc'h ouzh lerc'h dre lankadoù eniñv uhel (sarted, diskelusted, embregusted) ha lankadoù eniñv izel (melkoni, emdenn, gorregezh). 2 Muiadur kleñvedel eus doareoù ar genezh kelc'hnoael, o c'hoarvezout eus resmiadoù mania (broudedigezh, kefroù, realoù reñverek skoilhus ouzh nep kedvuhez) hag eus resmiadoù melankoliezh (gouvid don, mantridigezh, argeziadoù emlazhañ), bet lakaet warnañ lies anvad abaoe an 19t kantved : Gl. folie circulaire, folie périodique, folie à double phase, psychose maniaco-dépressive, psychose cyclothymique, psychose bipolaire, trouble bipolaire, bipolarité — Br. follezh kelc'htroek, follezh trovezhiek, follezh daoulankadek, psikoz maniakel-gouvidel, psikoz kelc'hnoael, psikoz daouvleinek, strafuilh daouvleinek, daouvleinegezh (sl. abattement, dépression, humeur, manie, mélancolie, sthénie).