Preder

Geriadur ar vezekniezh

crosse aortique : syndrome de la ∼aortic arch syndromeazoniad gwareg an aortenn

Stankadur barroù bras gwareg an aortenn (talmerennoù karotidel hag endan-drebez), naouus ent klinikel dre 1) arouezioù heskwad e kigennoù an izili krec'h hag an dremm, 2) arouezioù padennek heskwad an empenn en tiriad mellkein-diazpenn (trolern, daouweled, klopennad), en tiriad karotidel (un  pe ledseizi, ankomz), pe trebadek (boukadur empenn), 3) arouezioù lagadel (leiadur ar gweled, ledangwel) diwar heskwad an empenn pe al luc'hsae ; azoniad stadet e stern kleñvedoù foel (kleñved Takayashu, talmerennfo ividig, hollaortennfo hennadek) pe anfoel (darvoll pe enrec'h aortenn, kleñvedoù ganedigel), aterom.

Kent War-lerc'h