Anaez o tarvezout e-tro an oad a bemont vloaz, naouus ent klinikel dre gevreted un envedi, arouezioù ilpennel, un azoniad ampikernennek, strafuilhoù pikernennek ha kahergridoù trebadek, ent neuziadurel dre ur spongioz, distruj an neuron, ur glioz astrokitel er bluskenn, er rizennegoù hag en derc'hvel (elfennoù ret da ziogeliñ an deznaou) ; dedreiñ a ra d'ar marv dindan un nebeut mizvezhioù ; renket e vez en empennaouedoù goulemm spouevanek treuzkasadus ; ur prion eo ar gwezher kiriek dezhañ (sl. prion).