Preder

Geriadur ar vezekniezh

covid-19*covid-19covid-19 g.

Gwreskanv diwar an Am. corona virus disease, kleñved dinodet e deroù 2020 pe un tammig a-raok. Bennozh d'ur c'hemm despizadur en deus gallet an ABY diskleriañ ur bedreuziad. En hevelep mare hag en holl riezoù war-bouez nebeut ez eus bet lusket diarbennoù, iskriv a-walc'h evit ul lod anezho : enkae, keulfe, sinañ an unan un aotre evit mont da vale, traezhennoù “dialuskel” (Gl. plages dynamiques), ur pas evit mont d'ar preti, pe d'ar skeudennva, pe d'an ospital, hep ankounac'haat ar maskl, a denner evit evañ ur banne er ur c'hafedi, adlakaet avat evit mont d'ar privezioù ! Tud e-leizh o deus kollet o c'horvoder pa na felle ket dezho asantiñ d'an ensinkladur, an anvaksinidi o vezañ lakaet en disparzh. An aotrouniezhoù o deus arveret an aon, ar gourdrouz ha gevier e-leizh evit dougen an dud da vezañ ensinklet, evit un anaez nebeut trankus a-benn ar fin, niver an dud marvet diwar ar covid o vezañ bet kresket diwar-goust kleñvedoù all hag ivez diwar deandizhoù en Herberc'htioù evit an Henaded Amzalc'hiat. A-c'houde tri bloaz ez eus anadet un toullad miweredoù : marv, amgalonennfo, kalongaherfo, trombozioù, h.a. (sl. vaksin, Organisation mondiale de la Santé, OMS).

Kent War-lerc'h