Askorn plat, hir ha kromm, parzh en atel ar brusk ; kenvellet eo an daouzek daouad kostoù ouzh mellennoù ar brusk en adreñv hag ar seizh kentañ hepken ouzh ar glerenn en araog dre ur migorn piaouel (kostoù end-eeun), ar pemp all (falskostoù) o vezañ pe staget ouzh ar glerenn dre ur migorn boutin (teir anezho), pe distag o gourfenn araok (an div izelañ).