Hormon borc'het gant ar rakgougorfenn, 39 amindrenkenn azigorvell en e volekul, o kentraouiñ borc'herezh ar gaenuslounezhenn ; reolet e vez borc'hadur an ACTH dre gorwered emleiaat gant ar gwadvec'h kortizol ; diounit a reer an ACTH en hevelep ennegadoù hag ar glukokortikoid pe c'hoazh evit azluskañ an uslounezhenn goude ur c'haengurañ hirbad.