1 Ent klinikel, anaoudegezh en deus ar gouziviad anezhañ e unan hag eus e amva, sk. : koll kenskiant. 2 Ent prederourel, an anaout an unan evel blein pennañ eus kement furm buhez 'zo, sk. : maezienn an emouezañ. 3 Ent vredelfennadel, arc'hwel eus ar benvegad bred, ar reizhiad merzhout-emouezañ despizet a-gevenep d'ar reizhiad diemouez, sk. : ar reizhiad ragemouez-emouez. 4 Ent kevredadel, an anaout an unan evel perzhour er furm-mañ furm a gedvuhez istorel, politikel, kravezel, h.a., sk. : an emskiant vroadel. 5 Perzh an den da varn ar realoù e-keñver divezouriezh, sk. : tud hep koustiañs.