Furmiñ kalzennoù bras diwar dolpidigezh an hemati kizidikaet dre wered un antikorf spesadel e diraez ar glokaenn dindan delanvad ar c'honglutinin, danvezenn bezant e gwadveiz bonan an daskiriered ; prouad ar c'hengludañ (Gl. test de conglutination) a dalvez da lakaat war wel antikorfoù antiRh 'zo na vez ket an dazgwered dazgludañ ordinal evit o dinoiñ.