Preder

Geriadur ar vezekniezh

comprimétabletmoustrad g.

Angevezh apotikel, furm wezher o c'hoarvezout a zanvez hueek tolpezet dre voustrañ ; I ) hervez ar mod diounit e tiforc'her : 1) ar moustradoù euvriñ (Gl.  comprimés pour la voie buccale, Sz.  oral tablets), 2) ar moustradoù teodel (Gl.  comprimés pour la voie perlinguale, Sz.  linguets) a zalc'her dindan an teod ma tileizhont goustad endra vez suget o gwezhuzennoù gant glaourgennoù an teod hag ar genoù, 3) ar moustradoù gouinel (Gl.  comprimés pour la voie vaginale, comprimés gynécologiques) ; II ) hervez luniadur ar moustrad e tiforc'her : 1) ar moustradoù daouwiskad (Gl.  comprimés à double manteau, Sz.  double coated tablet), o c'hoarvezout eus ur graoñell greiz, anezhi un ambrougenn o tilerc'hiñ dilaosk ar gwezhuzennoù hag eus ur pallenn tro, ennañ ur wezhuzenn verrzilaosk, 2) ar moustradoù liesgwiskad (Gl.  comprimés à couches multiples, Sz.  multiple layer tablets), o c'hoarvezout eus meur a welead dezho pep a ambrougenn, ar gwiskad donañ o vezañ an dilerc'husañ da zilaosk ar wezhuzenn, 3) ar moustradoù treleizhiñ (Gl.  comprimés osmotiques, Sz.  gastrointestinal therapeutic systems), o c'hoarvezout a zaou gombod, an eil oc'h enderc'hel ur polimer dourlen o tisvountañ al lia endalc'het gant egile ; III ) hervez pad an dilaoskiñ, e tiforc'her : 1) ar moustradoù arzilerc'h pe feranoù (Gl.  comprimés retard, pellets, Sz.  pellets), angevezh e stumm ur gantennig arblat a sanker ent surjianel er gwiadoù, o tilaoskiñ gorrek (etre ur sizhunvezh ha lies mizvezh) an danvezennoù gwezhus enklozet enno, 2) ar moustradoù hirzilaosk (Gl.  comprimés à libération prolongée), moustradoù euvriñ, daou- pe liesgwiskad o tilaoskiñ gorrek (betek 24 eurvezh) o endalc'had (sl.  cachet, capsule, gélule, lentérule).

Kent War-lerc'h