Teskad hentennoù o kemer arsellerezh ergorel ar gwezhioù da ziazez digen evit studiañ ar realezh ; deveret diouzh ar vehavioregezh, evelti e hepkoront kealioù an emouezañ, ar gouzrec'h hag ar bred, nemet e tegemeront da c'houlakadurioù labour roll al laur, ar bliz hag ar bondoug ; ur skourr eus an ersavouriezh, an naoudouriezh (Gl. cognitivisme), a c'hounez korvo gant ar Stlenneg evit ober meiz war luniadoù hag arc'hwelioù an dezevout ; soliet war hentennoù studi ergorel ar realezh, ez eo bet diorreet diskiblezhioù an Ersavouriezh vezegel (Gl. médecine comportementale, Sz. behavioral medi-cine) hag an Naoudersavouriezh vezegel pe Naoudersavgurañ (Gl. thérapie cognitivo-comportementale, Sz. cognitive-behavioral therapy) embreget e Frañs gant bredvezeion (sl. behaviorisme, cognition).