Kediad un antigen hag un antikorf spesadel, lec'hiek pe amredat, en araez da lenañ ar glokaenn ; mar bez kenfeur an antigen hag an antikorf hevelep ma kenemneptuont pe mar bez reñverek an antikorf, e c'houzedont e rezh kemplezhioù dizileizh a vez fagokitet diouzhtu ; mar bez reñverek an antigen, e tisoc'h kemplezhioù hezileizh a chom en amred, en arvar da zevoudañ anadennoù kleñvedel, leiek pa vez izel tolz mol an antigen, grevusoc'h pa vez bras e dolz mol, rak neuze e tarvez ur blivadur lec'hiek ha bloc'hek eus ar glokaenn hag anaezioù liesseurt a anver kleñvedoù an hangaegemplezhioù : anafoù war speur ar gwazhied bihan, el lounezh pergen (glomerulonefrit), er flugez all (avufo, kirroz, fibroz ar skevent), er c'hroc'hen (lupuz, skleroderma), en arzoù (liesarzfo rumatoidel), h.a.