Preder

Geriadur ar vezekniezh

complémentcomplementklokaenn b.

Trevnad kemplezh proteinoù, parenn anspesadel bezant er gwadveiz, ganti ur roll pouezus en erwezhioù difenn hangaeel, anezhi 11 kedrann niverennet eus C1 da C9 (C1 o c'hoarvezout eus an teir isrann C1q, C1r, C1s) ; angwezhus diouti he unan, ned a gwazhus ouzh an antigen nemet p'en deus an antikorf spesadel (ar c'hizidikaer) naouaet hemañ ha, lenet outañ, furmet un hangaegemplezh ; lavarout a reer neuze e vez blivaet ar glokaenn hag, en degouezh, e komzer a hent blivaat klasel (Gl.  voie classique d'activation, Sz.  classical complement pathway), tri zennad ouzh e ober : 1) lenañ a ra ar glokaenn ouzh ar parzh antikorf eus an hangaegemplezh dre he c'hedrann C1 (unvez naouaat, Gl.  unité de reconnaissance), 2) ar blivaat a dreled aristenn betek C3 dre hantererezh C1 ha C2 (unvezioù blivaat, Gl.  unités d'activation) ha, da heul, betek ar c'hedrannoù all (adalek C5 betek C9) 3) ar re-mañ a len ouzh kennennoù ar c'helligoù douger an antigen hag o distruj (unvezioù gouren, Gl.  unités d'attaque) ; blivaet e c'hell bezañ ivez ar glokaenn gant estreget an antigenoù, anv a reer neuze a hent blivaat dazeilat (Gl.  voie alterne d'activation, Sz.  alternative complement path-way) ; erfin, harzerioù pe ezniñverioù (Gl.  inhibiteurs) a c'hell skoilhañ ouzh dibun ar blivaerezh ; er Gleñvedouriezh e tiskouez bezañ bras ouzh bras roll ar glokaenn, pe re izel e ve ar bec'h gwad anezhi evel er c'hleñvedoù dre zreistkizidigezh, er poreoù, en imboudadurioù, en anaezioù mezhurel (kirroz, isvagadur), pe re uhel evel en erwezhioù tanijennel (kleñvedoù yud, angwazhiad a 'r c'haher kalon, urloù) (sl.  anticomplé-mentaire, anticorps, auto-immunité, complexe immun, cytotoxicité, système HLA).

Kent War-lerc'h