Isrann eus al liñvennoù endalc'het gant ar bevedeg hervez m'emañ e-maez pe e-barzh ar c'helligoù ; er Vevedouriezh e lakaer kemm etre daou gombod : ar c'hombod ezkelligel, ennañ etre 5 ha 15 % eus liñvennoù ar c'horf, hag ar c'hombod enkelligel oc'h enderc'hel etre 40 ha 50 % anezho ; er Gleñvedouriezh e reer trede kombod eus un dolzennad liñvennoù amskaret, da skouer er ganol vezhur da geñver un antreizh pervez.