Teskad an diaezoù merzhet gant gouziviaded 'zo goude un daraez klopenn hep grevusted : goueled enkrez, tuadurioù gouvidel, klopennadoù muiaet gant an evezh, ar strivoù kefredel hag an trouz, angrid kalon, amvoustr, trelladurioù, badaouadoù, anglevadoù silwink, asikted, strafuilhoù an neuzid, an evezh hag ar c'hounerezh, angwerc'hadegezh ; ne zinoer direizh organel ebet, ken ma renk aozerion 'zo an azoniad-mañ en un rumm gant an neurozioù (sl. névrose traumatique).