1 Poent juntañ div elfenn gorfadurel kevelep (divweuz, malvennoù, sac'helloù). 2 Teskad gwiennoù nervel o keneren furmadurioù loet e daou du an empenn ; en destladur TA e reer bep tro gant commissura (Br. freilh) nemet evit an teskad gwiennoù o vont eus troad uhelañ an ilpenn d'ar gronn ruz a-eiltu hag o kroazigellañ e par an dalenn greiz : TA decussatio pedunculorum cerebellarium superiorum, Br. kroazigell troadoù uhelañ an ilpenn, Gl. commissure pe décussation de Wernekink.