Preder

Geriadur ar vezekniezh

comacomakoma g. -où

Stad kleñvedel naouus dre ur morvitellerezh kevret gant koll darnel pe hollel ar genskiant hag an defroù, ar santout hag ar fiñval ha, lakaet er-maez ar furmoù grevusañ, kemmir arc'hwelioù an analañ hag amredañ ar gwad ; hervez derez donder ar c'homa e tiforc'her : ar c'homa defraouek (Gl.  coma vigil) pe koma pazenn I, ar c'homa etreat (Gl.  coma d'intensité moyenne) pe koma pazenn II, ar c'homa anerwezh pe peurgoma (Gl.  coma carus) pe koma pazenn III, ar c'homa andizhek pe trac'homa (Gl.  coma dépassé, mort encéphalique) pe koma pazenn IV (sl.  carus, coma dépassé, coma vigil ).

Kent War-lerc'h