Andalerezh al liv hervez teir arventenn : an arne g. pe trohed (Gl. teinte, longueur d'onde, Sz. hue, tint) o tigemmañ ruz, melen pe glas, al leunvez b. (Gl. saturation, Sz. saturation, colorfulness, chroma) o tigemmañ ruz ha roz, al lugern g. (Gl. clarté, luminosité, Sz. brightness, lightness pe value) o tigemmañ ruz sklaer ha ruz teñval ; al livventer (Gl. colorimètre) a vuzuilh al luc'h luget pe dreuzkaset gant ur sonnenn pe ul liñvenn livek ; dedalvezet e vez al livventerezh evit dezventañ hemoglobin ar gwad.