Preder

Geriadur ar vezekniezh

coeur pulmonairepulmonary heart, cor pulmonalekalon skeventien

Skorted ar galon dehou da heul uswask en amred talmerel ar skevent diwar ur skeventanaez ; anv a reer a galon skeventien lemm (Gl.  coeur pulmonaire aigu, CPA) pa vez dec'hanet trumm an uswask gant un enfroù skevent bloc'hek pe vruskaezhadoù 'zo, a galon skeventien henek (Gl.  coeur pulmo-naire chronique, CPC) pa zarvez an uswask a-nebeudoù e dianlen un anaez analadel henek (emfizem, skleroz ar skevent, astma, distummadurioù bras eskern ar brusk, enfraouioù skevent).

Kent War-lerc'h