Preder

Geriadur ar vezekniezh

code génétiquegenetic codehilvoneg b.

Teskad ar stlennadoù hêrezhel enskrivet er c'hromozomoù ret da enaozañ, diouzh ur steuñv munudaouet raksavelet piaouel da bep hinienn, ar proteinoù bezant e-barzh kelligoù he bevedeg : ar goulev o c'hoarvezout eus an daouadoù bazennoù nitrogenek oc'h amparañ arrevelloù an DNA, treuzskrivet war an RNA kannad (mRNA), a vez erounezet gant harp ar ribozomoù dre ziuz ha trevnañ an amindrenkennoù a ya d'ober proteinoù ar protoplasm ; lavarout a reer e vez ar c'henenn-mañ genenn o vonegañ enaozerezh ar protein-mañ protein (sl.  base, cistron, codon, gène, hérédité, opéron, ribosome).

Kent War-lerc'h