Azoniad gwadliñvel naouus dre steuz ar fibrinogen eus ar gwad amredat e dianlen an dinod trumm eus parennoù o vlivaat an trombin hag o tec'han daspugnadoù fibrin e-barzh ar gwazhied bihan hag ar steviadur anezho dre trombozioù padennek ; dre ma vevez hevelep kaouledadurioù ar fibrinogen, ar parennoù V hag VIII hag ar pladanoù, ez a ankaouledus ar gwad hag e tarvez gwadliñvoù ; dre zastaol e tinod ur wadheparinegezh endeuat hag ur fibrinloezañ ; azoniad a stader da c'houde ur gwilioud, ur gwezh surjianel war ar brusk (war ar galon gant skoevredad) pe war ar raksavenn, ur wadlestegezh, ur bleuz, ur c'hankr hollekaet, ur c'hirroz, ur pistriadur, h.a. ; mezeget e vez dre an heparin hag, en ur stad olañ eus ar c'hleñved, dre skoilherioù ar fibrinloezañ.