Stignadell o kevrediñ un tach hag ur blakenn doullaouet, arveret da gesteudañ torroù gouzoug an askorn morzhed ; biñsañ a reer ar blakenn ouzh talbenn diavaez an askorn ha festañ outi an tach sanket dre al lodenn grec'h anezhi goude kengovliñ tammoù ar gouzoug ; hiziv e reer peurliesañ gant tachoù-plakenn unvloc'h, solutoc'h.