Prantad kentañ an imbourc'h mezegel, lies lankad ouzh e ober, ent klasel : 1) atersiñ war 1a) diagentoù personel ha familhel ar gouziviad, 1b) ar strafuilhoù arc'hwelel gouzañvet gantañ (ar paz, ur pistig), 1c) an arouezioù hollek (an derzhienn, ar skuizhnez) ; 2) erc'hwiliañ korf ar gouziviad dre bevar hent : 2a) ensellout, 2b) teuta, 2c) kiziata, 2d) selaouennañ.