Trouz krenn ha berrbad, kreñvadur ur gedrann eus kentañ pe eil trouz ar galon da geñver serridigezh pe digoridigezh an trapigoù ; termen genadel arveret e daou zegouezh dreist holl : 1) stlak an diflistr deroù-sistol, a glever pa zigor trumm ar sac'helloù kornloarek aortenn pe a-skevent (sl. claque-ment artériel protosystolique), 2) stlak an digeriñ mintrek (Gl. claquement d'ouverture de la mitrale, COM, Sz. opening snap), er 4e tachad etre-kostoù kleiz, e deroù an diastol, diouzhtu goude eil trouz ar galon, klevet hogos bepred pa vez isvoll mintrek.