Keñver etre tolzkas troazhañ un danvezenn hag ec'honvec'h an danvezenn-se er gwad, eleze niver ar mililitroù plasma a c'hell al lounezh peurgarzhañ diouto an danvezenn dre vunud ; da skouer, dizeul lounezhel an urea (pe, berroc'h, dizeul an urea) zo, gant an oadour reol, etre 40 hag 80 mL/min — eleze, lavarout ez eo dizeul an urea par da 50 mL/min, zo kement ha lavarout e vez al lounezhi o karzhañ dre vunud un tolz urea par d'an hini a zo bezant e 50 mililitr plasma ; dedalvezet e vez keal an dizeul da studi arc'hwelerezh organoù all, evel an avu (dizeul avuel ar bromosulfoftalein), ar skoedenn (dizeul skoedennel an iod), ar mel eskern (dizeul melel an houarn).