1 Benveg plat, dezhañ un dremm droc'hus, arveret e surjianerezh an eskern evit erlemel, benañ, skejañ un imboudenn pe un drailh askorn, embreget gant an dorn hepken pe dre skeiñ warnañ gant ur morzhol. 2 Benveg graet gant div lavnenn vetal kroaziet ha kenstaget dre ur paoell en o foent kroaziañ, dezho en ur penn pep a lagadenn ma sanker ar bizied ha, war un darn anezho diwar ar penn all, pep a zremm droc'hus gant ur beg ront pe lemm, arveret er surjianerezh evit skejañ, gouvenañ, amnaziñ, dasfregañ ar parzhioù meizh.