Kirroz o teraouiñ da heul un avufo viruzel, kerkent pe gant un dale o vont betek 5 pe 10 vloaz, naouus ent neuziadurel dre isteñv ha disliv an avu, dre ar genvezañs eus anafoù marvennel, nozelennoù adc'henezhadur kelligel ha dinod ur skleroz, ent klinikel dre un ikter, gwadliñvoù, ur purpura hag ur gouliñv ; o tedreiñ etrezek ar skorted avu marvus ; amplegad an dreistbevañ eo an treuzplantadur.