Preder

Geriadur ar vezekniezh

circulation extracorporellecardiopulmonary by-pass, extracorporeal circulationamredad g. ezkorfel, skoevad  g. kalon-skevent, skoevredad g.

Keveladur eus an arc'hwelioù kalon ha skevent dre amdreugañ ar gwad gwazhiennel en e bezh adalek argrec'h ar galon dehou betek ardraoñ ar galon gleiz diwar-bouez ur galon-skevent kalvezadel (Gl.  coeur-poumon artificiel, Sz.  heart-lung machine), ijinenn o c'hoarvezout eus un oksigener, ur blomenn hag ur saniad adensinklañ ar gwad oksigenet diouzh ur c'has hag ur gwask bonan ; kalvezder arveret er surjianerezh war galon digor, dedalvezet ivez evit ar c'harzhañ ezlounezel dre al lounezh kalvezadel (Gl.  rein artificiel, Sz.  artificial kidney) ma vez neuze amdreuget ar gwad eus un dalmerenn d'ur wazhienn (sl.  hémodialyse).

Kent War-lerc'h