Preder

Geriadur ar vezekniezh

circonvolutions cérébralescerebral gyritroennoù l. (b.) an empenn

Parzhioù a 'r bluskenn empenn, nantoù pluskenn (Gl.  sillons corticaux) ouzh o dispartiañ ; etre tolbezennoù (Gl.  lobes) emañ rannet an hanterennoù empenn dre nantoù don hag etre an troennoù emañ isrannet ar bluskenn dre nantoù basoc'h ; an dolbezenn dal (Gl.  lobe frontal) a ya pemp troenn d'he ober, en dolbezenn gitern (Gl.  lobe pariétal) ez eus teir zroenn ha pemp en dolbezenn ividig (Gl.  lobe temporal), c'hwec'h en dolbezenn gilpenn (Gl.  lobe occipital), endra c'hoarvez an enezenn (Gl.  lobe de l'insula, TA  insula) a bemp troenn.

Kent War-lerc'h