Anvad rummouriel al louezae, seurtad amprevaned Hemipter, Heteropter, gwadezat, eus kerentiad ar C'himikideged, pukadek o c'horf, pemptuek o fenn, ribloù silhek d'o frotoraks gant un diaraog krouizek ha kostezioù ledan krommet war grec'h ; dezho ur roll kevelat e treuzkasadur an derzhienn arreadek diwar laou hag eus un niver riketsiozoù.