1 Pezh metal dazlakaet en hordenn eztreu ur c'hwimmer elektron hag arveret da ec'hoder skinadoù a, b, X pe g (sl. anticathode, bêtatron). 2 Kedrann gellig kizidik ouzh gwezherioù fizikel (ar skinadoù X, b, g pergen) ; ent dibarek ez anver bukva al lec'hienn vrientek en ur volekulenn DNA eus ar graoñell pe eus ur viruz ma c'hoarvez un anaf eiltroüs pe get diwar enorc'h ur rannig ionaus (sl. puce ADN, sonde génétique).