Seurtad lipoproteinoù a 'r gwad, skañv hag ec'honek ar molekul anezho ; amparet gant etre 80 ha 90 % a driglikeridoù ezdeuat ; bezant er gwad goude ur pred druzennoù (kilomikron gwir pe kentael) ; ar c'hilomikron eilvedel (pe lipomikron pe prebetalipoproteinoù), ponneroc'h ha bihanoc'h o molekul, zo enno 60 % a driglikeridoù endeuat ha 15 % a golesterol.