Gouskoevad kromozomel naouus dre un drizomiezh : ar vezañs eus tri c'hromozom revel XYY, gwariadenn o tizhout 0,11 % eus ar c'houreved ; reol e vez ar fenotip, bras ar savder (etre 1,80 ha 1,86 m — notañ a reer evelkent 10 % a zaou Y gant ar baotred a ouzhpenn 2 m savder) ; e 1965, da heul un enklask, e kredas Jacobs & kenl. dezren e kaver aliesoc'h ar c'hariotip XYY gant al labaned, ar fellerion, ar vuntrerion, alese keal ar “c'hromozom a 'r c'houl”, klozadur distaolet hiziv pa na verk ar stadegoù kemm ebet etre realezh brasniver ar gouzrec'hioù XYY ha realezh brasniver ar gouzrec'hioù XY (sl. aberration chromosomique, caryotype).