Preder

Geriadur ar vezekniezh

chromatographiechromatographylivnizhañ, kromatografiñ

Araezad disrannañ kedrannoù ur meskad liñvel pe aezhel ; evit al livnizhañ en arvez liñvel (Gl.  chromatographie en phase liquide), e souber penn ur vandenn baper dalc'het a-zerc'h el liñvenn da elfennañ, ha silluskañ a ra kedrannoù houmañ seul uheloc'h ma vezont nebeutoc'h amsunet gant ar paper (hentenn arveret evit hennadiñ ha dezventañ ar proteinoù, glukid ar plasma, an enzimoù, an hormonoù, h.a.) ; diwar-bouez ur gediuzenn e vez livet an takadoù a furmont ; un askenad eo al livnizhañ dre zasparzh (Gl.  chromatographie de partage) ma tispartier kedrannoù al liñvenn, ouzhpenn dre an amsunadusted anezho, dre o dileizhadusted e dileizherioù bet intret er paper ; gant hentenn al livnizhañ en arvez aezhel (Gl.  chromato-graphie en phase gazeuse) e vez bountet an danvezennoù da elfennañ ebarzh ur golonenn dispartiañ ha hennadet an eil da heul eben dre un dinoer.

Kent War-lerc'h