Yoc'henn yud a 'r gwiad trofoblastek, diwanet diwar an dorzhienn, dianlen peurliesañ d'ur mol hidatiform, o tispakañ e-barzh kavenn ar grozh en ur ensilañ kaher ar grozh, gwadliñvus kenan ; deskrivañ a reer ivez korioepiteliomoù ar glidenn, ar vierez ; gwellaet kalz eo bet erdebad ar c'horioepiteliomoù gant araokadennoù ar c'himigurañ.