Seurtad dibaot a gorea “naouus dre argrezadoù gwiennel oc'h anadiñ da gentañ e kigennoù ar c'hof gar hag e lodenn adreñv an divvorzhed, oc'h emastenn a-wechoù da gigennoù ar c'hef ha d'un ezel krec'h zoken, hebiat bepred avat da gigennoù an dremm hag ar gouzoug” (Morvan) ; kevret gant ar c'hrehadoù e vez laurioù kriz en izili, kammeraez ar bleñchoù, kaouadoù c'hweziñ, dispuilhadoù kroc'hen, strafuilhoù bred (enkrez, ambren) ; anaez o tedreiñ d'ar pare ; ur viruz nervgerc'h e ve ar gwezher anezhañ.