Leiad pe arsav ar red bestl ; hervez an arbenn anezhañ e lakaer kemm etre : ar bestlanred ec'havuel (Gl. cholestase extrahépatique), klok peurliesañ hag ikterek, diwar steviad ar forzhioù bestl ec'havuel, ar bestlanred diglok pe bestlisred, anikterek (Gl. cholestase incomplète, anictérique), ar bestlanred enavuel (Gl. cholestase intrahépatique) devoudet pe gant steviadur ar forzhioù bestl enavuel, pe gant paouez ar borc'had bestl (bestlanvorc'h) e dianlen un tizhad eus an avugelligoù, darnel peurliesañ.