Preder

Geriadur ar vezekniezh

choc, état de chocshockbleuz g.

Azoniad klinikel a-geñver gant divig lemm amred ar gwad, o tisoc'h gant an isvec'h oksigen er gwiadoù, ar morgud, an asikted, yenaat an eizhaennoù, an iswrester, ar poulz bihan hag herrek, an isvorc'h troazh ha koemp ar gwask talmerel ; div wikefre a zeskriver d'ar bleuz : 1) pe bleuz gwadisventel, gant leiad trumm an distro gwazhiennel a) dre zigresk tolz ar gwad amredat (gwadliñv, daraez, devad, oberatadenn), b) dre zourisvec'hiañ lemm ha koll natriom (darc'hoal, c'hweladoù puilh, kleñved Addison pe akidoz diabetel), c)  dre wazhiedfrankaat hollel (bleuz darwalladel, damougel, pristriadel, poreel, gwadvakteriel), 2) pe bleuz kalonien, gant skorted lemm leuniadur ar galon e dalc'h a) ur c'houchadur, b) un ustead muiek, c) un angwazhiad, d) ur c'halongaherfo, e) un enfroù skevent bloc'hek, f) un isvoll aortek ha mintrek strizh.

Kent War-lerc'h