Rann eus ar Yac'hadouriezh o c'hoarvezout a gefleuñvadoù diavaez hag a wezhiadennoù trewan (gwadek) ; ar surjianerezh n'eo deuet da vezañ un diskiblezh hiniennek nemet gant an dieraeziñ hag an dilestañ ; diaes ouzh diaes eo avat tresañ bevennoù etre Mezekniezh diabarzh ha Surjianerezh : da gentañ pa ampleg an deznaouiñ surjianel an amoug eus an arbennigiezhoù mezegel, d'an eil pa 'z a ar Vezekniezh diabarzh war galvezekaat hag o c'houlenn gwezhioù kemplezh ouzh kemplezh a vez alies a natur surjianel.