Kenvell eus an ezel traoñ loet etre ar c'har hag an troad, naouus dre zaou valir, an ufern kostezel pe a-spilhenn hag an ufern kreizel pe a-skin ; c'hoarvezout a ra, e krec'h, eus talbenn diavaez an ufern kreizel, talbenn diabarzh an ufern kostezel ha talbenn horzh ar skin, en traoñ, eus poleenn an askorn fer.