Briger moan, berr, sec'h, puzuilh, warno koumbantoù dasparzhet dizingal ahed o garenn ; ouzh ar c'horrgresker e stader e c'hoarvez pep koumbant eus emouinadur lodenn bellek ar c'harenn e-barzh al lodenn nezek ; steuziañ a ra hevelep direizh d'ar c'hrennoad, o lezel al lec'h gant briger reol.