Preder

Geriadur ar vezekniezh

chélateurchelating agentkelater g. -ioù, kelatuzenn b.

Nep danvezenn en araez da c'henel kemplezhioù stabil gant kation liesamsavus (kalkiom, kouevr, plom ha metaloù ponner all) ; arveret er Yac'hadouriezh evit prederiañ pistriadurioù (dre ar plom dreist holl, ar bevargant, ar c'hrom, ar c'hobalt), stadoù 'zo a wadusvec'h kalkiom, an hemokromatoz, kleñved Wilson ; gant ar metal bezant er bevedeg e c'han ar gelatuzenn ur gemplezh (ar c'helat) hezileizh, an-ionaet, anpistri hag ezvevennadus dre al lounezh.

Kent War-lerc'h