1 Penn klinik skoriad a'n ospitalioù (chef de clinique-assistant des hôpitaux) : e Frañs, ezel eus koskor ar skol veur hag an ospitalioù tutaet a-douez an ezdiabarzhiaded ha karget da gelenn ar brantadourion war ar c'hlinik ha da glevout ouzh ar glañvourion dindan renerezh ar gelennerion ; pep penn klinik zo war un dro skoriad a 'n ospitalioù. 2 Prezour penn klinik (attaché chef de clinique) : e Frañs, penn klinik hep karg ospitalel, na vez fiziet ennañ nemet kargoù skolveurel e-keñver ar studierion brantadour.