Kleñved arvevadel broreuziat e Su- hag e Kreizamerika peurliesañ e-touez bugale ar poblañsoù ploue izel o barr bevañ, devoudet gant ur zooflagelleg gwadtrigat, an Tripanosoma cruzi, treuzkaset dre ziouladoù Reduviideged gwadezat eus ar genad Triatoma ; en e brantad lemm e naou ar c'hleñved dre anafoù kroc'hen ha glaourgenn (chagom) gant gouliñv an dremm hag ar malvennoù, c'hwarrennoù, strafuilhoù koazhadel, usvent ar skoedenn, an avu hag ar felc'h, un derzhienn direoliek ; marvus e vez alies ; lies furm henek ez eus, da azonoù dezho miksedem, tanijenn ar c'haher kalon hag ar pilhon, peluzoù, bredanaezioù.