Laurioù en ezel krec'h, a rizh gwriziennel (C7-D1), kevret a-wechoù gant ur gouseizi hag un isteñv kaher, kammeraezioù (kemenerion, loskadurezh), anadennoù gwazhiedloc'hadel (gwazhiedstrishaat, azoniad Raynaud) o tarvout mont betek an tromboz talmerel ; azoniad untu strizh diwar amwask pe danailh ar gwriziennoù nervel hag an dalmerenn endan-drebez gant ur gostezenn c'houzoug, un usteñv eus baleg treuz ar 7t mellenn c'houzoug, un ezreolder eus ar gostezenn gentañ pe eus ar c'higennoù skeuliek.