Speur etre empenn hag ilpenn, azledad diwar bilhonenn dev ar mel penn, dezhañ stumm ur greskenn stignet etre div warenn, ur warenn vras enlenet ouzh ribl krec'h ar garregenn adalek ar balegoù gweleek adreñv hag ouzh nant ar god treuz, ur warenn vihan enlenet ouzh ar balegoù gweleek araok, he ribl rez o tezvonnañ ask an telt ilpenn, toull ma tremen kef an empenn eus poull adreñv da boull krenn ar c'hlopenn.